Oh non il ne faut pas fermer les beaux élevages industriels fierté de l' agriculture de l' an 2000... Où ça qu' y vont travailler tous ceux qui font crever les sangliers ?...à ramasser les algues vertes ? et pourquoi pas...

An tu kleiz abertzale en Euskal Herria a zo o paouez embann e vo
diskleriet ez-ofisiel ur strollad politikel nevez er sizhun-mañ.
« Sortu » eo an anv a zo bet dibabet gant ar stourmerien. Talvezout a
ra : krouiñ, ijinañ. Un anv brav evit ur strollad a ranko bezañ
degemeret gant al lez-varn ha doujañ ouzh lezenn ar strolladoù savet
a-ratozh evit stourm a-enep Batasuna, difennet groñs hiziv an deiz
'blam' e oa sanset bezañ tost ouzh ar strollad kuzh ETA. Embannet en
deus Rufi Etxeberria, unan eus pennoù bras an tu kleiz abertzale e vefe
nac'het gant Sortu « implij ar feulster... zoken hini ETA » en deus
resisaet. Un doare da gomz nevez-tre hag a ra kalz a drouz e bro Spagn.
Ur c'hammed war-raok war-zu ar peoc'h ha fin ar « brezel » etre ETA ha
Madrid moarvat. Ar strollad kuzh eus e du en deus embannet un
harz-tennadeg un nebeut mizioù'zo. Keloù mat eta evit an Euskariz hag ar
Spagnoliz ivez a wel ar feulster hag ar boan a ya da heul o pellaat.
Mat e vefe re d'ar a zo e penn e Paris sikour ar peoc'h hag ar re a zo o
voulc'hañ un erv politikel nevez leun a spi, e-giz a zo bet graet dija
gant pevar « Priz nobel ar peoc'h » evel Desmond Tutu, John Hume... Ar PP,
strollad bras a-zehou bro Spagn, aheurtet ha bouzar pa vez anv eus an
Euskariz, e deus embannet e oa dav memes tra kenderc'hel da lakaat an tu
kleiz abertzale a-gostez ha 'maez eus an aferioù politikel.